Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/583

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Ar marc’hek koz, p’hen eûs klewet,
He benn er fennestr ’n eûs lakêt :

  — Mar d-eo Lizandre ’c’houlennet,
Pajig bihan, out-han komzet.

  — Dalc’h aze lizer, Lizandre,
Digaset d’id ’beurs ar roue.

  — Mar d-eo gant ar roue skrivet d’in,
Dama ’n ehan ’wit m’hen lennin.

  — Hen lâr d’hec’h, eme ’r paj bihan,
Mont d’ c’hoari gant he vorian.

  — Disk d’in eta, pajig bihan,
Stum bag ardo brezel he vorian.

  — Kement-se d’hec’h na lârin ket,
Gant aoun a vefen diskuliet.

  — Ken gwir ha ’m eûs ’r maro da dremen,
Pajig, n’hen lavarin biken.

  — Ar morian gouez pa vô deut er sâl,
’Dolo he dillad traon raktal :

  Grêt ’vel-t-han ; ha pa reï’ saill en êr,
Laket ho kleve d’hen digemer.

  Kerkent m’hen gwelfet tic’houina ;
Tolet dour binniget gant-han ;

Pa c’houlenno ouzoc’h diskuiza,
N’ roët ket a ziskuis d’ehan,

  Rag hennes ’n eûs gant-han louzou
Vent ket pell ’wellaad gouliou.

  — Dalc’het, pajig setu kant skoed,
P’hoc’h eûs gant gwirionez ma aliet ;

  Penamet hoc’h ’vijen bet lac’het,
Ha ma mamm gêz vije glac’haret.

  Ann aotro Lizandre a lâre,
Er gêr a Baris p’arrue :

  — Demad d’hec’h, aotro ar roue,
Da betra ’c’h eus ezomm Lizandre ?

  — Lâret am eûs d’id dont am bete,
’Wit c’hoari ouz ma morian goue.