Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/577

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet,
Pelec’h eman ar mab pehini ’c’h eûs ganet ? (bis)

   — Me ’c’houl’ ma vinn fontet evel amann rouset,
Mar am eûs-me biskoas na merc’h na mab ganet. (bis)

   — Ansavet ’ta, prinses, ouzinn ar wirione,
Ha n’ho pô drouk a-bed, abalamour d’ho re. (bis)

   — Me c’houl ma vinn fontet evel amann war blad,
Mar am eûs-me biskoas ganet na merc’h, na mab. (bis)

   Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a lampe al leas war hec’h abit satinn. (bis)

   — Allons, ma sonerrienn, sonet ar gavotenn,
M’ aï’ ma frinses ha me da zansal en dachenn. (bis)

. . . . . . . . . . . . . .


   Na mar karjeac’h, prinses, n’oac’h ket deut d’am zrompla,
Me ’m boa hoc’h eureujet, kaera merc’h ’zo ’r vro-ma. (bis)

   Na oa ket diouzin a oa d’ac’h ober goap,
Me na on ket ul laer pe ur c’hokinn bennag. (bis)

. . . . . . . . . . . . . .


   Allons, ma sonerrienn, sonet holl ar c’hanvo,
Intaon ê a-darre ann aotro ’r c’homt Gwillo !


Dastumet gant ann aotro P. Chardin,
En Kastell Roïgu, en parous Ploesal, ann daou war-n-ugent a viz Ebrel, 1871,
Roët d’inn gant ann aotro Anatole A. Vartelemm.




______________