Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/573

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HOMT GWILLOU
____________


I


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Pewar c’hant kavalier zo gant-han war un dro,
O tont da eureuji ’r c’homtesig a Oeto. (bis)

   Pa oa ann aotro ’r c’homt o tont gant he arme,
E klew ur verjerenn o kana er mene. (bis)

   Ma lâre ’r vorjerenn ken brao dre he chanson :
— Arru ê ’r c’homt Gwillou, arru hec’h ê d’ar vro. (bis)

   Komtesig a Oeto a deveus bet ar mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)

   Ann aotro ’r c’homt Gwillou, evel m’hen eûs klewet,
De gât ar verjerenn promptamant hec’h ê et : (bis)

   — Allons ’ta ! berjerenn kanet ho kanaouenn,
Ann hini a ganec’h brema-sounn a-boez-penn. (bis)

   — Oh ! salv-ho-kraz emezhi, salv-ho-kraz na rinn ket,
Gant ar c’homt a Oeto me a ve puniset. (bis)

   — Kanêt ho kanaouenn, kanet hi promptamant,
Pe me ’raï’ d’ac’h mervel aze soubitamant. (bis)

   — Komtesig a Oeto a deveus bet ur mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)

   — Dalc’het ’ta, berjerenn, setu aze kant skoed
Ewit ho kanaouenn war ar paper skrivet. (bis)


II


   Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Aotro Doue, ma merc’h, petra ’vô grêt ama ? (bis)

   O Doue, emezhi, ma merc’h, petra ’vo grêt,
Arru hec’h eo ar c’homt, aparisa ’vô rèd. (bis)

   — Dalc’het, mamm, emezhi, dalc’het ma alc’houeo
Hag it d’am c’habinet da vouit braoerio ; (bis)

   Ha digaset ganac’h ma robenn inkarnal,
Ma vô laket d’am c’hoar a zo ouzinn hanval ; (bis)