Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Digas a rejont ’wit presant
Da Sant Jorant ur vatimant ;
Da Sant Jorant ur vatimant,
Hag ur somm braz euz a arc’hant.
Nep ’bedo Jorant a galon-vad,
’N defo digant Doue he vennad,
He bedenno karantezus
’Zo agreabl dirag Jesus.
Sant Jorant ’zo karet en Plouëk,
Ha gant ann holl eo respetet,
Dre m’eo gant Doue d’hê roët,
En istant ma oe badeet.
Roët d’inn gant ann Abbad Julou,
a zo bet kure en Plouek.