Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/553

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


GWERZ SANT JORANT
______


I


   Selaouet holl, Ilis-Kaeris,
Buhe sant patron hoc’h ilis,
Buhe Sant Jorant, ho patron ;
Pedet-han gant devosion.

   Jorant na oa ket a Blouek,
En Gouanac’h ’oa bet badeet ;
En Gouanac’h ’oa bet badeet, [1]
Kement-ma, m’ho ped, intentet.

   Met en istant m’oe badeet,
Gant Doue a oe destinet
Da donet da barous Plouek,
Ha da Gergrist ’oe digaset.

   Ebars en Kerkrist eo chommet,
Ken ’arruas tud debordet ;
Ken ’arruas tud debordet,
Gant ar veinn d-eûs-han galoupet.

   Inspiret ’oa bet gant Doue
Da dont d’ann Drindet ac’hane ;
Da dont ac’hane d’ann Drindet,
Ha chomm bepred bars en Plouek.

   Bars ann Drindet a oa chommet,
Ken ’arruas ann dud debordet ;
Ken ’arruas ann dud debordet,
Gant ar veinn d-eûs-han galoupet.

   Inspiret eo bet gant Doue
Da vont da Sant Jud ac’hane,
Lec’h ma oa ur gouent newe
D’ar venec’h da bedi Doue.

   En Sant Jud pa eo arruet,
Bars ar gouent ’eo antreet ;
Goullet hen eûs en han’ Doue,
Antren bars ar gommunaute.

  1. Gouanac’h, en français Gommenec’h, près de St-Brieuc, Côtes-du-Nord.