— Lest-hi da lâret a garo,
M’hi c’honduo bet’ ar maro,
Ha goude ma vô desedet,
M’as komerro da wir bried.
Sentoud a ra euz he avis
Retorn ’ra d’ar gêr war he gis.
Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi ’d-eûs goulet :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
C’hui ’c’heûs komanset ho retret ?
D’he mestres vad, pa ’d-eûs klewet,
Evelhenn e d-eûs respontet :
— Ma mestr en hent am eûs kavet,
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet :
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet
Mont d’ar gêr, lezel ar retret.
— Laket-ewez, Mari, mar karet,
’Ve ann Diaoul ’pe rankontret ;
Ho mestr n’ê ket bet ’mês ann ti,
Eman er gambr, o tibuni.
He mestres, gant aoun ’vije kollet,
Neuze e d-eûs bet hi c’haset ;
Neuze e d-eûs bet hi c’haset,
Beteg ann nor euz ar retret.
Ha tri dimeus ar vêleienn
N’ rojent ket d’êhi ’n absolvenn,
Nemet ur bêlegig iaouank,
C’hoaz goude ’n defoa nec’hamant.
Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi d-eûs goulet :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
Ha c’hui hoc’h eus grêt ho retret ?
Met ar plac’h na responte ket
D’he mestres, ewit hi c’hlewet.
He mestr a oa euz ann tu-all,
Hag a ree out-hi sello-fall.
Pa defoe ’n dud ho c’hoan debret,
E-mês ann ti hi a zo êt ;
E-mês ann ti hi a zo êt,
War ve he bugale eo êt.