Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/547

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR VATES FALL
______


I


   Me ’gomz d’ac’h euz servijerrienn,
Ispisial servijerezed,
En defaot a bedi Doue,
Maleurio braz ’c’h arru gant-hè.

   Me gomz euz ur servijeres
’zo bet pell-braz ’n un tieges,
Ha na ree ar servijeres
Met ober goap euz he mestres.

   Un dewez ez eo distroët
Hag e ’d-eûs da Vari lâret :
— Mari, Mari, plac’h dinatur,
Te t-eûs ganet pemp krouadur ;

   Te t-eûs ganet pemp inosant
Lac’het hep olei ar vadeziant !
Mari, Mari, kerz d’ar retret,
D’ansav da dorfed, da bec’hed !

   Komanz ’ra ar vizerables
C’houezan, o klewet he mestres :
— Ha penoz monet d’ar retret ?
Arc’hant da vonet n’am eûs ket.

   Ma holl arc’hant am eûs fouetet
O reen ma buhe dirollet,
— Mari, Mari, kerz d’ar retret,
Arc’hant da vont na vanko ket.

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Diaoul a ’d-eûs rankontret,
Hag evel he mestr ’oa gwisket,
Parlant evel-t-han hen eûs grêt :

   — Mari, Mari, d’in-me lâret
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esperans monet ?

   — Ma mestres a d-eûs d’inn lâret
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret ;
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret,
D’ansav ma zorfed, ma fec’hed.