Ann den iaouank man a zo êt
D’he asinasion milliget.
P’antreas he servijer en ti,
Lakâs ’r billiad dour da virwi ;
Lakâs ’r billiad dour da virwi,
Tolas en-hi ann eis hosti,
Oa war ann aoter konsakret
Gant ar bêlek, en offern-bred.
Ann hostio ’zo em dastumet,
En form ur bugel hec’h int êt.
Mari Tili, pa ’d-eûs gwelet,
Prim, er bugel a zo kroget.
Prim, er bugel hec’h eo kroget,
War ann daol ’d-eûs-han lakaët ;
War ann daol ’d-eûs-han lakaët,
Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët ;
Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët,
Ter zakenn wad a zo strinket ;
Ter zakenn wad kaer ’vel ann de,
Ha n’ distagent ket a-c’hane.
He servijer, p’hen eûs gwelet,
Da oela a zo em laket :
Ha Mari Tili a lâre
D’he servijer, pa hen gwele :
Tawet, ’mezhi, ma servijer,
Ann dra-ma na bado ket pell ;
Marc’h ma zad ’zo er marchosi,
M’hen kaso d’ehan da debri !
Ar marc’h, pa hen eûs bet gwelet,
D’ann daoulinn a zo em strinket ;
Em strinka ’ra ’r marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus, hon mestr divinn.
Tili goz er gêr p’eo arruet,
Er marchosi ’zo em rentet ;
Er marchosi ’eo em rentet,
Hag hec’h eo chommet souezet,
O welet ar marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus hon mestr divinn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .