Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/533

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MARI TILI
______


I


   Speret-Santel, me ho suppli,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Rag me a zo sur inkapabl,
Mar n’am sikouret, Gwerc’hes sakr.

   Mari Tili a lavare
D’he zad, ur sul euz ar beure :
— Me, ma zad, ’c’h a da govesed,
Pewar mis ’zo na on ket bet.

   — Ma zad kovezour, m’am c’haret,
Ann absolvenn d’inn a rofet ;
Ann absolvenn d’inn a rofet,
Me n’am eûs grêt biskoaz pec’hed,

   Na ken a oa dec’h ar beure,
’Ris, siouas ! ur pec’hed newe,
Lâras ma zad ’n doa ma maget,
’Lâris d’ehan : — Gaou a lâret !

   Hennes eo ma c’henta pec’hed.
Mari Tili ’zo absolvet.
Eis taol dud ’zo kommuniet,
Mari Tili bep-gwez ’zo bet.

   Dre ma reseve ’n hostio,
Ho zenne e-mês he geno,
Pake anhê ’n ur mouchouer,
Ewit ho c’has gant-hi d’ar gêr.

   Mari Tili, o vont d’ar gêr,
A rankontras he servijer :
— Me, emezhi, ma servijer,
A veo disul plac’h ar gêr ;

   C’hui, emezhi, ma servijer,
A deui’ ’wit tremen hoc’h amzer,
Den er gêr nemet-on n’ vô ket,
Ma zad ’ielo d’ann offern-bred.