Kè d’ glask bêlek d’am c’hovesâd,
Medesinn da stanka ma gwad !
— Da glask bêlek d’ac’h me n’inn ket,
Nag ur medesinn kenneubed ;
Nag ur medesinn kenneubed,
Rag ac’hanon a ve komzet.
— Me ’lâro, trailla kig diwar ’r skabell
’Vinn bet koueet war ma c’hontell.
Fiek Javre a vonjoure
Er presbitor pa arrue :
— Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da nouï ma groeg e teufet.
— Petra gant da vroeg ’zo c’hoarveet ?
En offern-veure ’m boa hi gwelet.
En offern-veure ’m boa hi gwelet,
Hag hi en kreis he joaüsted.
— O trailla kig diwar ur skabell
Eo bet koueet war he c’hontell.
Pa oant gant ann hent o tonet,
Tri elemant ho d-eûs gwelet ;
Oa ur serpant hag un touseg,
Un aer-wiber euz ho redek.
— Setu aze tri drouk-speret,
Daoust piou ’c’hanomp ’zo en pec’het ?
Bars ann ti pa int arruet,
Ar bêlek d’ar vroeg ’n eûs lâret :
— Petra ’zo ganac’h c’hoarveet,
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet ?
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet,
Ha c’hui en kreis ho joaüsted.
— ’Traitla kig diwar ur skabell
’On bet koueet war ma c’hontell.
Ur bugelig a oa en ti,
Oajet a daou vis pe a dri :