Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Rag ewit holl na varwfet ket,
Unan ac’hanoc’h ’vo lac’het,
Ha lakêt er pod da virwi
Da roï d’ar re-all da debri.
Ar vroegig paour a lavare,
En he c’hrouadur pa groge :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Hec’h an d’ober ur gwall bec’het !
N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet :
— Paoues, paoues, miserables,
Te na sonjes ket petra ’rez !
Les da grouadur da vewa,
Bez’ as pô boed da roï d’ehan !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
III
Ha na oa ket tri mis renet,
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed ;
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed,
Hag ar vroeg paour pinvik rentet !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
______________