Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/523

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANN DIOU C’HOAR
______


I


   — Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   Ar vroegig paour a lavare,
’N ti he c’hoar pinvik, p’arrue :
— En han’ Doue, un tammig boed,
Tri de ’zo tamm n’am eûs debret.

   — Mar ’zo mado ebars ma zi,
Eo gant labourad int deut d’in ;
Gant labourad int deut d’in-me,
Ha kerz d’ar gêr, tra didalve.

   Ar vroegig paour a oele tenn,
Hag ’denne ar bleo euz he fenn :
— Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Ann Diaoul a d-eûs rankontret :
— Petra ganid ’zo c’hoarveet ?
Terrupl braz ez out kontristet !

   — Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   — Mar t-eûs pewar a vugale,
Kerz d’ar gêr, lac’h unan an-hê,
Hen laka er pod da virwi,
Da roï d’ann tri-all da debri !


II


   Ar vroegig paour a lavare,
Gant he bugale p’arrue :
— Ma bugale, na oelet ket,
Rag ewit holl na varwfet ket ;