Iannig Ar Gall a lavare,
War ar potans pa arrue :
— Gwerc’hes Vari, c’hui hen goar mad,
N’am eûs ket laeret ann treo sakr !
Hag ar bourrew a lavare
D’ Iannig Ar Gall, eno, neuze :
— Ann treo sakr c’hui hoc’h eûs laeret,
Iannig Ar Gall, c’hui ’vô krouget.
Euz ar potans a oe krouget,
Hag ann tan indan-han c’houezet :
Ann tan indan-han p’eo c’houezet,
En daou hanter hec’h eo rannet.
Tud ar justis a lavare
Na d’ar bourrew, eno, neuze :
— Perag n’ varw ket Iannig Ar Gall ?
Biskoas n’oe gwelet kement-all !
— Me ’zo bet ter gwez war he skoa,
Nemet c’hoarzinn ouzinn na ra,
Ha lâret d’in : — Gwasket bepred,
Plijadur d’ar bopl a refet !…
Tud ar justis a lavare
Na da Iannig Ar Gall, neuze :
— Iannig Ar Gall, d’imp-ni lâret
Petra ’zo kiriek n’ varwfac’h ket ?
— N’ welet ket ar Werc’hes Vari
Krog em brec’h euz ma freservi ?
N’ welet ket ar Speret-Santel,
Ma daou droad war he diou-askel ?
Iannig Ar Gall ’oe diskennet,
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt ;
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt,
Ha, ’vel oa dleet, distrujet…
Bêleienn ’r Vali, pa glewjont,
Ur prosesion a savjont ;
Ur prosesion a savjont,
Da glask Iannig Ar Gall ’c’h ejont.