Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 480 —


   — Leall êt eo d’al leur-newe,
Ann hini ’gar euz he goste,
Indan-hi ’n abit satin-gwenn,
Doue, braoa da feumeulenn !

   Indan-han ’n abit satinn-gris,
Braoa den-iaouank a welis ;
Indan-hê peb inkane gwenn,
Peb a vrid arc’hant en ho fenn.


III


   Markis Lomaria a lâre,
El leur-newe pa arrue :
— En pez korn diouz al leur-ma
’Man kloarek Lambol hoc’h ebata ?

   — Eman duze ’r penn uc’hellan,
Ann hini a gar ’zo gant-han.
Markis Lomaria ’lâre
D’ gloarek Lambol eno neuze :

   — Diwiskomp hon justokoro,
Ewit komans ar gourenno.
— Da c’hourenn ouzoc’h na inn ket,
Da c’hoari ’r c’hleve n’ laran ket.

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Tric’houec’h kleve noas ’zo dic’houinet ;
Tric’houec’h kleve noas ’zo dic’houinet,
Hini ’r markis ann naontekvet.

   Markis Lomaria lâre
Da gloarek Lambol, en de-se :
— Tolomp hon c’hleveio a goste,
Beomp mignoned adarre.

   Ar c’hloarek ’oa un den klouar,
Dolas he gleve d’ann douar ;
He gleve d’ann douar ’n eus tolet,
Markis Lomaria n-eûs ket grêt ;

   Markis Lomaria n-eûs ket grêt,
Neuze soudenn ’n eus han treuzet !…
Fiekka Kalvez a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;