Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/489

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 474 —


   — Ewit ur wez hoc’h iskuzan,
Kloarek Lambaul a c’houlennan. (bis)

   — Et ê ’r c’hloarek d’al leur-newe,
Fiekka Kalvez euz he goste. (bis)

   Indan-han ’n abit satinn gris
Kaeroc’h ’wit ho hini, markis ; (bis)

   Rubano ’zo war he vouto,
Kaeroc’h ’wit ’zo war ho mancho. (bis)

   Indan-hi ’zo un abit-wenn,
Doue, braoa da feumeulenn ! (bis)


III


   Ann aotro markis a lâre
D’ gloarek Lambaul, el leur-newe :

   — Na diwiskomp hon porpantjo,
Ewit komans ar gourenno. (bis)

   — Aotro ’r markis, ma iskuzet,
Da c’hourenn d’ac’h me na inn ket ; (bis)

   Digaset païsant em c’hever,
Me ’grogo hardis ’n he golier. (bis)

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Kloarek Lambaul ’zo douaret ; (bis)

   Ha seis kleve noas euz hen lac’ha,
’Nn aotro ’r markis d’ho asista. (,bis)

   Ann aotro markis a lâre
D’ Fiekka Kalvez eno neuze : (bis)

   — Ma dousig koant, lâret-c’hui d’in,
C’hui ’deufe ganen da Lisandri ? (bis)

   — Da Lisandri me na inn ket,
Ma muia-karet ’c’h eus lac’het ; (bis)

   Ma muia-karet ’c’h eus lac’het,
Ma lac’het iwe, pa garfet. (bis)

   N’oa ket he gir peurlavaret,
Fiekka Kalvez ’zo douaret ; (bis)