Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/483

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 468 —


   — Iskuzi ’ran ar wez kentan,
Kloarek ann Ammour ’c’houlennan.
— M’eo kloarek ann Ammour ’c’houlennet,
N’ vô ket pell a-c’hann hen gwelfet :

   Et eo aze d’al leur-newe,
Fiekka Kalvez euz he goste,
Gant-hê peb a abit newe,
Braoa daou den iaouank ’vale !

   Markis Guerrand a lavare
D’ gloarek ann Ammour, p’hen salude :
— Kloarek, diwiskomp hon porpantjo,
Ewit komans ar gourenno.

   — Salv-ho-kraz, gourener n’on ket,
C’hoari ar c’hleve, mar karet.
— Me ’m eus c’hoariet ar c’hleve,
’N he bales, dirag ar roue ;

   ’N be bales, dirag ar roue,
Lec’h n’aï’ nikun euz da ligne.
Kaeroc’h ê da abit, ma bostis,
’Wit ma hini, ha me markis !....

   — Salv-ho-kraz, kemener n’on ket,
Bars en Paris ez ê bet grêt :
Bars en Paris ez ê bet grêt,
Serret oa ho ialc’h pa oe paeet.

   — M’oa serret ma ialc’h pa oe paeet,
M’hi digorro pa vo roget.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Kriz a galon nep na oelje,
El leur-newe nep a vije,
’Welet tric’houec’h den-jentil iaouank
Dic’houinet holl war ’r païsant.

   Gant-hê ’oa peb a gleve noaz,
Gant-han na oa met ur penn-baz,
Hag ann-hê holl a diskare,
Derc’hel he dous euz he goste.