Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/481

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 466 —


KLOAREK ANN AMMOUR
______


I


   Mar plij ganec’h e selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
Da gloarek ann Ammour eo grêt.

   Kloarek ann Ammour a lâre,
En ti ’r C’halvez koz p’arrue :
— Aman expres me ’zo deuet
Da c’houl’ ouzoc’h ho merc’h Fiek ;

   Da c’houl’ ho merc’h Fiek ’r C’halvez
Da zont ganen d’al leur-newez.
— Ma merc’h d’al leur-newe n’aï’ ket,
Gant markis Guerrand eo gourdrouzet.

   — Lest-hi da dont d’al leur-newe,
Me ’difenno d’êhi he buhe.
— Gwisket ho tillad, Fiekka Kalvez,
’Wit mont gant ’r c’hloarek d’al leur-newez.

   Pa ’c’h a Fiekka da em wiska,
’Em laka ’r c’hloarek da gana ;
’Em laka ’r c’hloarek da gana,
Da c’hortoz he dous Fiekka.


II


   Markis Guerrand a c’houlenne
Euz gwazed, merc’hed, p’ho zremene :
— Kompagnones, d’in-me lâret,
N’hoc’h eus ket gwelet ar c’hloarek ?

   N’hoc’h eus ket gwelet en de-ma
’R c’hloarek iaouank ’vont dre ama ?
— Aotro ’r markis, hon iskuzet,
N’ouzomp ket piou a c’houlennet.