Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 462 -


   — Tawet, penheres, n’oelet ket,
Rag c’hui n’ho pezo drouk a-bed,
Nag ho tous kloarek kenneubed :
Penherezig na oelet ket.


   Kloarek Laoudour ’zo ur paotr mad,
Da vont gant he dous d’ann ebat !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Sevalier Lambol hen eus lac’het;
Sevalier Lambol hen eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted !


IV


   Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Setu ho merc’h, iac’h ha divlamm,
’Vel pa oe ganet gant he mamm.

   Me ’c’h a brema d’ober ur bale,
Etrezek pales ar roue ;
Etrezek pales ar roue,
Da c’hour asurans hon buhe.

   Kloarek Laoudour a lavare
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
Me a zo deut iaouank d’ho lez.

   — Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
’Wit dont ken iaouank d’hor gwelet ?
— Sevalier Lambol am eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted ;

   Ha seitek euz he gonsorted,
’Klask rekour enor ma fried.
Pried d’inn na eo ket brema,
Met ’man war ar poent da vea.

   — Ha gwir a-walc’h hen t-eûs lac’het,
Arru ’zo lizer ’n es eneb,
Ha kent ma ’z i euz al lec’h-se,
Te ’gollo aze da vuhe!....