Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/473

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 458 —


KLOAREK LAOUDOUR
______


I


  Kloarek Laoudour a lavare
D’he vammig paour, un dez a oe :
— Grêt d’in, ma mamm, soubenn al lês,
M’ inn d’ ’l leur-newe gant ma mestres.


II


  Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ma dous penheres pelec’h ’ma ?

  — Ema duze en traon ann ti,
Kloarek Laoudour, êt da vèd-hi ;
Kloarek laoudour, êt da vèd-hi,
Ha ’n han’ Doue konsolet hi.

  — Demad d'ac'h, ma dous penheres,
Ho kalonig hag hen ’zo ês ?
— Ma c’halonig a zo seder ;
Hag ho hini, ma servijer ?

  Komerret kador, azeet,
Deut ’tal ann tan hag a tommfet.
— Na azeïnn, ha na domminn,
Mont d’al leur-newez a fell d’inn.

  — ’Wit d’al leur-newe na inn ket,
Rag n’ vinn ket lêzet da vonet ;
Sevalier Lambol ’zo ’l leur-newe,
’Lavar fete kaout ho puhe.

  Kloarek Laoudour, ’vel ma klewas,
He gleve noaz a zic’houinas :
— Ha posubl ’ve den en ti-me
Hon harsfe d’ vont d’al leur-newe ?

  He zad, he mamm, ’vel ma klewjont,
D’ho merc’h penheres ’lavarjont :
— Ma merc’h, ho proz ruz diwisket.
Ha gwisket ho proz violet ;