Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/463

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 448 —


ANNA AR GARDIEN
Kentel genta
______


I


   Na selaouet holl na selaouet,
Ur werz a zo a-newe savet ;
Ur werz a zo a-newe savet,
D’ar Gardien koz ha d’he verc’hed.

   Ar Gardien koz a lavare,
O troc’ha bara d’he vugale :
— Ma merc’hed, diouzinn mar sentet,
D’al leur-newe na efet c’hui ket,

   Rag eno ’vô ’nn aotro Mezobran,
Ha Mezomeur, ha Mezomorvan ;
Hag iwe ann aotro Runangô,
Gwasa merc’hetaër ’zo er vrô.

   — ’Wit bet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al leur-newe me ’ielo,
Ha mar be sonerrienn, me danso,
Ha mar na ve ket, me a gano !


II


   Ann aotro Mezomeur ’c’houlenne
Euz he baj bihan hag en de-se ;
— Ma fajig bihan, d’in-me lâret,
Piou ar merc’hed koant ’zo arruet ?

   — Merc’hed Ar Gardien eo ar re-se,
’Zo bet en de-man euz taol Doue.
— ’Wit ma vijent bet euz taol Doue,
Na dlefoant ket dont d’al leur-newe ;