Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/461

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 446 —


   Me ’glew ar baron arra en kêr,
Krena ’ra ar pave en antier.
Baron Keraglaz a lavare
Er gêr a Roazon pa arrue :

   — Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h ’mèdi ar prizon ama ?
Ar jeolieres a lavaras
Da varon Keraglaz, p’hen klewas :

   — Annaïg na eo ket prisoniet,
’Man en kambr gant ma dimezelled.
Baron Keraglas a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :

   — Ma vije êt Annaïg er prizon,
Me am boa glac’haret ho kalon ;
Lakêt ann tan en pewar c’horn kêr,
Bea ’m eus ar pouer d’hen ober.

   Markis Keraglaz a lavare
Da Annaïg Lukas, en de-se :
— Na deut-c’hli ama war ma barlenn,
Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn ;

   Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn,
Ha bet charitabl wit ar baourienn;
Roët d’hê ann aluzenn bemde,
Ha ter gwez ar sonn ar galite ;

   Jün da verc’her ha da wener,
’Wit enori maro hon Zalwer.
Muia tra ma ez hoc’h bet manket,
Eo ho krouadur hoc’h eûs lac’het.

   — Na eo ket lac’het ma c’hrouadur,
Kag emèdi en Leon o vezur.
— En Keraglaz pa arrufet,
Dirag Doue ni a vô unanet !


Kanet gant Mari-Job Kerival,
Plouaret. — 1848.


______________