Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/457

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 442 —


   Ann archer bihan a lavare
Da Annaïg Lukas en de-se :
— Daoust Annaïg, pe c’hui a gerzon,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draino?

   Ar baron neuze a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Hag euz lost ho marc’h n’hi zraïnfet ket.

   Baron Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en de-se :
— Dibr d’in-me ma marc’h, dibr-han êset,
Na vô ket kalon Annaïg diblaset.

   Annaïg Lukas a lavare
D’ann archer bihan nag en de-se :
— Tric’houec’h mab a di a zo aman,
Ha diout-hê holl e tremenan ;

   Ha diout-hê holl e tremenan,
Ha gant ar mab-henan e kouskan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Ar jeolieres a lavaras
D’ann archer bihan, vel m’hen klewas :
— Annaïg Lukas n’ vô ket prisoniet,
Enor d’ar Glazon a zo dleet ;

   M’hi lakaï’ en kambr ma dimezelled,
Ur gwele-plun ’defo da gousket.
Annaïg Lukas a lavare,
Euz prennestr he c’hambr, en he c’hoanze :

   — Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Ha na gavfenn ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
Da lâret d’ar baron dont en kêr ?

   Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Na skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket.