Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/455

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 440 —


   ’Man Annaïg ’n kreis ar jolori,
Hag ar goad da lampad dious he fri ;
Ar goad da lampad dious he fri,
Ha kerkent al les euz he feutrinn ;

   Ha kerkent al lês euz he feutrinn,
Setu ann dud iaouank da c’hoarzinn,
Ma lâre ar groage d’ar merc’hed :
— Annaïg Lukas a zo manket ;


III


   Abenn ann dewarlerc’h ar beure,
’Oa en Keraglaz kezlo newe :
— Demad ha Joa holl bars ann ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema ?

   Baron Keraglaz a lavaras
D’ann archer bihan pa hen klewas :
— Petra d’Annaïg hoc’h eus affer,
Ma ez hoc’h deut ken mitinn d’am c’hêr?

   Ann archer bihan a lavaras
D’ann aotro ar baron, p’hen klewas :
— Ni a zo tric’houec’h al leandi,
Da glask Annaïg da gouantji.

   Ar baron bihan a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Na eo ket gant ann nep seurt paotred
A ve kouantjet ar merc’hed.

   Ann archer bihan a lavare
Da varon Keraglaz p’hen klewe :
— Annaïg ouzomp na nac’het ket,
Rag ni a meump urz d’hi c’homerret.

   Ann aotro ar baron a lavare
D’ann archer bihan, eno, neuze :
— Mar hoc’h eus c’hui urz d’hi c’homerret,
Ar sujet d’in-me a lavarfet.

   — Diwarbenn ur boked louzou-finn
A d-eûs treuzplantet en ho jardinn ;
Na eo ket treuzplantet er c’houlz-vad.
Dont a ra he wrizio da wasâd.

   — Eman duze bars ar gambr a-dreg,
Mar t-eûs-te urz da hi c’homerret.
Ma vije ma breur henan er gér,
N’ vije ket c’hoarveet ar seurt affer.