— Mar be linadek er verèri,
Aotro ’r Glazon, me ielo d’êhi ;
Me a ielo d’êhi, ’wit pourmenn,
Gwelet ann dud hag ar sonerrienn.
Ann aotro ar markis a lâre,
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewe :
— Annaïg, ouzinn-me mar sentet,
D’al linadek c’hui na efet ket.
Mont a ra ar markis da Baris,
Hag e lês Annaïg ’n he divis.
’Vel ma oa geign gant-han troët,
Annaïg Lukas a ’d-eûs lâret :
— Beet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al linadek me a ielo.
P’efet, mereres, da gas merenn,
Me a ielo iwe ’wit pourmenn;
Me a ielo iwe ’wit pourmenn,
Da welet ann dud, ar sonerrienn,
— Annaïg Lukas, mar am c’hredet,
D’al linadek c’hui na efet ket ;
D’al linadek c’hui na efet ket,
P’arruo ann aotro ’vô fachet.
Annaïg na d-eûs ket bet sentet.
Ha d’al linadek hec’h eo bet êt.
Na pa ve debret gant-hê ho fred,
Iaouankis a ve joaüs bepred ;
Iaouankis a ve joaüs bepred,
Ar sôner da sôn ’zo komanset.
Na pa gomans ar sôner da son,
Annaïg a dripe he c’halon.
Ha komans a eure ar c’hoari,
Hag Annaïg ’n kreis ar jolori.