Na pa retornis euz poazet,
Me na sonjenn en drouk a-bed ;
Na pa retornis euz poazet,
Pewar lakes ’m eûz rankontret ;
Pewar lakes hag ur Jouis
Oa ’n tal ar groaz, pa dremenis.
Hag ar Jouis ’c’houl’ ouzin-me :
— Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe ?
Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe
Da genta mab ho koulenfe ?
Da genta mab ho koulenfe,
Ha ’ve posubl ’ve me a ve ?
— Na eo ket war ar c’hroaz-hentjou,
Otro, ’ve grêt ann dimiziou,
Met en ilis, pe er porched,
Etre daou den hag ur bêlek.
Izabell ar Iann a lâre
Er gêr, d’he mamm, pa arrue :
— Ma mammig paour, mar am c’haret,
Ma miret euz ar Jouisted ;
Ma miret euz ar Jouisted,
Ma laket ’n ur gambr alc’houeet.
Ar Jouis braz a vonjoure,
’N ti ar Iann koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Izabell ’r Iann pelec’h ema ?
— Et è Izabell da boazet,
Ha na mèdi ket retornet.