Ann aotro Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en noz-se :
— Lak’ d’in ma c’harrons war veg he goch,
Ewit mont d’ar Glazon fed-a-noz.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl en ti-ma,
Petra a zo a-newez aman ?
Perrag na zeu den d’am saludi ?
Annaïg Lukas pelec’h eman-hi ?
Hag he dric’houec’h breur a lavarjont
D’ann aotro Ar Glazon, p’hen klewjont :
— Et eo Anna Lukas d’ar prizon,
It-c’hui primm d’hi c’herchad, da Roazon.
— Ma hunan da vouit-hi na inn ket,
Ma zric’houec'h breur, ganen a teufet.
Annaïg Lukas a c’houlenne
Digant ar jeolieres, un dez ’oe :
— Daoust petra a-newe ’zo en kêr,
Krena ’ra ar prizon en antier ?
Ar jeolieres a lavaras
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewas :
— Annaïg Lukas, em gonsolet,
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het ;
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het,
Gant-han naontek karrons akoutret.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
Bars en kêr Roazon pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h eman ar prizon ama ?
Pelec’h eman ar prizon aman
Eman Annaïg Lukas en-han ?
Ar jeolieres a lavaras
D’ann aotro ’r Glazon, ’vel m’hen klewas :
— Annaïg n’eman ket er prizon,
Dleet a oa enor d’ar Glazon ;
Annaïg er prizon n’eman ket,
Rag eman er gambr gant ma merc’hed ;
Rag eman er gambr gant ma merc’hed,
Enor d’ar Glazon a oa dleet.