Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 430 —


   Honnes a lâre d’êhi bepred :
— Tawet, Annaïg, na oelet ket ;
Tawet, Annaïg, na oelet ket,
Rag kement-ma na vô ket brudet !


II


   ’Benn ann dewarlerc’h da greis de,
’Doa Anna Lukas kezlo newe :
’0a deut tric’houec’h archer a Roazon
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.

   Ann tric’houec’h archer c’houlenne
Euz ann tric’houec’h kadet, en de-se :
— Demad ha joa d’ann holl en ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema?

   — Emèdi er sal hoc’h ampezi,
Aotrone, petra faot anezhi ?
— Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn
Da gerc’had Annaïg d’ar gouent.

   Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer, pa ho c’hlewjont :
— Na eo ket gant ar seurt paotjred
’C’h a ar merc’hed da leanezed.

   — Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn,
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.
— Na pe torfed a deveus-hi grêt,
Pa deu ann archerienn d’hi c’herc’had ?

   — Treuzplantet a d-eûs en he jardinn
Ur blantennig euz a louzou-finn ;
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn vad,
Komans a ra he grizio gwasad.

   Ann tric’houec’h archer a c’houlenne
Euz Annaïg Lukas, en de-se :
— Annaïg Lukas, pe c’hui ’gerzo,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draïno ?

   Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer na pa glewjont :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Na euz lost ar marc’h na draïno ket ;

   Kezek ’walc’h ’n eus hon breur Ar Glazon,
Ewit kas Annaïg d’ar prizon.