— Pelec’h ’man Godig ’r Senechal,
Pa n’ ’man war ar ru o vragal ;
Pa n’ ’man war ar ru o vragal,
Indan-hi un abit skarial ?
— ’Mèdi ’n ur gambr alc’houeet mad,
Ann alc’houez en godell he zad.
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
’N kichenn ar chafot p’arrue :
— Roët d’in-me ma violanz,
Ma soninn c’hoaz d’ann dud-iaouank,
Ma klewo ann dud diwar-dro,
Ispisial ’r re zo ’r c’hambrjo.
God ’r Senechal pa d-eûs klewet,
Linsellio he gwele d-eûs roget,
A ’d-eûs roget he linsellio,
D’ober kerdenn da dont d’ann traon.
God Ar Senechal a lâre
’N kichenn ar chafot p’arrue :
— C’hui, ma zad, ’zo aze war ho torchenn,
Me garfe ho koûg euz ar gordenn !
Mar d’on-me merc’h ar Senechal,
’Vô grét un darn euz ma lavar :
Diskennet ar c’hloarek d’ann traon,
Brema-soudenn m’hen eureujo !
Deus al lec’h-se kloarek paotr mad,
D’ lakad badeï merc’h pe vab,
Neuze me ’werzo ma dillad,
’Ielo d’ar parik da labourad.
Ar Glaouiar koz a lavaras
Da C’hod ’r Senechal, p’hi c’hlewas :
— Hag as pe tric’houec’h ’vugale,
En satinn-gwenn me ’wisko ’nn he ;
M’ho gwisko holl en satinn-gwenn,
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn.
Seis kar houarnet ’zo em zi,
Un denn kezek da bep-hini ;