Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 420 —
KLOAREK AR GLAOUIAR
______
I
Kloarek Ar Glaouiar a sonje
Bikenn er prizon n’ hec’h aje ;
Koulzgoude hec’h eo em dromplet,
Eman er prizon en Gwened.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Merc’h ’r Senechal euz ar gêr-ma
A zo bet manket er bloaz-ma,
Hag a zo deut da damal d’in,
Met he zad n’hi rofe ket d’in. [1]
II
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
En he brizon, un dez a oe :
— Na gavfenn ket ur mesajer
A gasfe ’wit-on ul lizer?
A gasfe ’wit-on ul lizer,
Da lâret d’am zad dont en kêr;
Da lâret d’am zad dont aman,
Digas un tamm arc’hant gant-han,
D’akuita he gloarek iaouank,
’Zo de ha noz en nec’hamant?
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajerrienn na vanko ket.
- ↑ Variante : Eman er prizon en Gwened,
Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet ;
Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet,
Met al logod hag ar rac’hed ;
Al logod hag ar rac’hed du
A ra he ganvo en daou du.
Met a-boe m’eo et da Roazon,
Eo digomerret ’vel ur baron.
Gant ’nn aotrone, ’nn dimezelled,
Ann dud-jentil diwar ho c’hezek :
— Kloarek ’r Glaouiar, petra ’c’h eûs grêt,
’Wit bea er prizon laket ?
— Merc’h ar Senechal ar gêr-ma
A zo bet frajil er bloaz-ma ;
Fellout ’ra d’ezhi tamal d’in,
Me ’zo kontant d’hi eureuji.