Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 416 —


FANTIG HELARI
______


I


   P’oann em jardinn o pourmenin,
O tont ma c’hoar da lâret d’in ;
O tont ma c’hoar da lâret d’in,
Oa ’r plac’h vrao Fantig Helari.

   Wit kement-se, na gredis ket,
Me eas ma hunan d’hi gwelet ;
Me eas ma hunan beteg he zi,
’Wit he waleur ha ma hini.

   — Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Fantig Helari, pa n’hi gwelan ?
— Fantig ’zo êt da Sant-Briek,
Nag ewit diski ar gallek.

   Ar baron iaouank a lâre
Da Helari goz, en de-se :
— Na diskouezet-c’hui ho merc’h d’in,
Pe m’ho lac’ho war leur ann ti.

   Fantig Helari pa ’d-eûs klewet,
Traon gant ar vinz eo diskennet ;
Traon gant ar vinz eo diskennet,
Ar baron iaouank saludet.

   Hi o tispaka ’n toubier wenn,
O lakâd warnêhi ur joanenn,
Boutaillad gwinn ruz ha gwinn gwenn,
Taso arc’hant ewit diskenn.

   — Debret, evet ha gret cher-vad,
Me ’c’h a d’ vouit dour da buns ma zad.
— Mar ez-te, Fantig, da vouit dour,
Me ielo iwe d’as sikour.

   Hag hen hi c’has d’he di gant-han,
En despet d’he zad ha d’he mamm ;
En despet d’he mamm ha d’he zad,
Kement-se oa d’hê kalonad !
. . . . . . . . . . . . . . . . . .