Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Bars ar prizon braz, en he goanze : (bis)
— Jeolieres, ma mignones ’oas,
Ha mar kares a vi brema c’hoas ; (bis)
Kerz ewit-on-me da di ma zad,
Ha lâr d’ehan donet c’hoas d’am c’hat. (bis)
Ar Jeolieres a lavare,
’N ti Ar Chevanz koz, pa arrue : (bis)
— Doue ar mado ’zo en ti-ma,
Hag ho mab ’zo er prizon o vreigna ! (bis)
Ho mab ’zo er prizon o vreigna,
Ha c’hul mado d’ac’h d’hen akuita ! (bis)
Hag Ar Chevanz koz a lavaras
D’ar jeolieres, pa hi c’hlewas. (bis)
— Ha p’am be ma mab ’wit ur gwennek,
Jeolieres, n’hen akuitinn ket ; (bis)
Ha p’am be ma mab ’wit un diner,
Jeolieres, na deuio ken d’ar gêr ; (bis)
Ha p’am be ma mab ewit ur pok,
N’hen akuitinn ket diouz ar groug ! (bis)
Ter gwez-all am eûs-han akuitet,
Homan a ve d’inn ar bedervet ; (bis)
Ar bedervet ’ve d’hen akuitan,
Me garie a ve fin anehan ! (bis)
Me am eûs er gêr bugale vad,
Hag hec’h a d’ar park da labourad ; (bis)
Met hennes na ra nemet eva,
Dont da rima sônio da gana ; (bis)
Dont da rima sônio da gana,
Ha monet goude da verc’heta. (bis)
Pa vije prenet lienn Hollanda,
Da ober koeffo d’am merc’h-hena, (bis)
Gant he vamm a vijent holl lakêt
Da ober rochedo d’ar c’hloarek. (bis)