Hag ur vichenn vad a vara gwenn,
Hag ur beuriad amann melenn. (bis)
— Debret hag evet, kloarek iaouank,
Ma inn da vouit dour da aoza koan ; (bis)
Debret hag evet ha grêt cher-vad,
Me ’c’h a da vouit dour da buns ma zad. (bis)
Kloarek Ar Chevanz, p’hen eûs klewet,
Ter fasad d’ezhi hen eûs roët ; (bis)
Hen eus roët ter fasad d’ezhi,
Hag hi diskaret war leur he zi ; (bis)
Hag hi diskaret war leur he zi,
Gret neuze he volonté d’ezhi, (bis)
Dirag he mamm ha dirag he zad,
Honnes a zo d’hè ur galonad !
Na Helari goz a hirvoude,
He verc’h Fanchonig hen konsole :
— Tawet, ma zadig, na oelet ket,
’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket ; (bis)
’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket,
Kerc’het-c’hui d’inn aman ur bêlek ; (bis)
Ha mar hen kerc’het, kerc’het timad,
Rag evel ur voaz a red ma gwad ! (bis)
Ar bêlek iaouank a c’houlenne
Euz Fanchon Helari, p’hi c’hovesaë : (bis)
— Fanchon Helari, d’in-me lâret,
Petra lâret d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)
— Me n’ lâran netra d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommandan anehan. (bis)
Kloarek Ar Chevanz a lavare
D’ar bêlek iaouank, nn p’hen gwele : (bis)
— Na bêlek iaouank, d’in-me lâret,
Petra ’lâr hi d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)
— Netra na lâr hi d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommand anezhan. (bis)