Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KLOAREK AR CHEVANZ
______


I


   Kloarek Ar Chevanz a Bont-Kado,
Braoa mab païsant ’zo er vro. (bis)

   Petra a dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo barnet d’ar maro ? (bis)

   P’eo barnet d’ur maro ken ingrat,
Mont da verwel da dal ti he dad ! (bis)

   P’eo barnet d’ur maro ken kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ! (bis)

   ’Wit p’hen eus lac’het mab ann aotro,
Penher ar Vali Kergadio. (bis)


II


   Kloarek Ar Chevanz a lavare
’N ti Helari goz, pa arrue : (bis)

   — Debonjour ha joa holl en ti-ma,
Fanchon Helari pelec’h ema ? (bis)

   Hag Helari goz a lavaras
Da gloarek Ar Chevanz, pa glewas : (bis)

   — Fanchonig er gêr n’emèdi ket,
Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet ; (bis)

   Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet,
A-c’hann da warc’hoaz n’arruo ket. (bis)

   — Na chommet ket pell da diskouri,
Ha ma laket prim da gomz gant-hi. (bis)

   Fanchon Helari, pa d-eûs klewet,
Traon gant ar vinz a zo diskennet, (bis)

   Gant-hi boutaillad-winn ha gwerenn,
Hag ur vichenn vad a vara-gwenn ; (bis)