Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt.
D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt,
’Oa et d’ar studi d’ann Naonet ;
D’ar studi d’ann Naonet ’oa êt,
Kent dont d’ar gêr ’oa grêt bêlek.
Hag o tistreï euz a-c’hane,
Hec’h antreas ’n ul leur-newe ;
’N ul leur-newez ’eo antreet,
Diou he c'hoerezed ’n eûs saludet.
Diou he c’hoerezed ’n eûs saludet,
Seis bloaz ’oa na oant em welet ;
Seis bloaz ’oa na oant em welet,
Ma kouez daou ’n ezhe er pec’hed.
Ar c’hloarek iaouank ’c’houlenne
Na digant he c’hoar, ann de-se :
— Plac’hig iaouank, d’in-me lâret
Pelec’h aman e servijet ?
— Oh ! salv-ho-kraz, ’mezhi, kloarek,
Me n’ rinkan ket gonid ma boed,
Me ’zo perc’henn tri c’hant skoed leve.
Un dra-bennag ouspenn gant-he.
Me ’m eûs ’n Naonet ur breur kloarek,
Kent dont d’ar gêr a vô bêlek.
Ar c’hloareg iaouank, pa glewas,.
He galon fall-braz hec’h eas.