Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Hag hen o vont, en bezr-amzer,
’Torri he vrec’h da vab Hubert.
Ar mab Hubert na vankas ket
Da vont d’hen flatal d’ar bêlek.

  — Nebaon, ’me Robart, me harzo
D’am c’horrija ; c’hui n’hen graïo.
Hag hen o tenna he gontel,
Hag o lac’ha ann den-santel.

  Na pa ’c’h ée Robart war ar ru,
’Krene ’r paveo en daou-du ;
N’oa hini er gêr a Rouan,
N’ho stleje holl, braz ha bihan.

  A-c’hane hec’h eas neuze
Da ur forest hanvet Guibre,
E-lec’h ma savas ur vandenn
A laeron hag a volerrienn.


II


  Un de, ’welet ur mesaër
’Vesa he denved tost da gêr,
’Vesa he denved tost da gêr,
Hag hen o vont hag hen gelwer.

  — Tostàd d’ac’h-c’hui na gredan ket,
Eman ar gwad ouz ho tilled ;
Map karjac’h bea den-santel,
Da Doue servijer fidel,

  A vefac’h un de pardonet,
Hag ho pe lod ar joaüsted.
— Bennoz Doue d’id, mesaër,
Parlant a rez evel un êl ;

  Setu, wit da drugarekâd,
Hanter kant louiz-aour ’n ur ialc’had ;
Na garfenn netra da gavet,
Met ma zad, ma mamm da welet.

  — Da dad, da vamm ’weli fete,
Er gêr a Rouan, war ar pave.
Er gêr a Rouan p’eo arruet,
He dad, he vamm ’n eùz rankontret.