Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



ROBART ANN DIAOUL.
________


I


  Pemzek vloaz è bet ann Dukes
Hep donet da brezek he frouez,
Ha bemdez e pede Doue
Ewit ma dije bugale.

  Un de pa oa ouz hen pedi,
’Teuas ann Diaoul d’hi zrompli,
Ma lavaras d’ezhi a-grenn
Na dalve netra he fedenn.

  Mont a rez da gambr ann otro,
A oa er memeuz pedenno,
Offansi Doue dre he leïo,
Ken a oa horreur d’ann envo.

  Ha ma ’n eûz ann Dukes douget,
Hep na mab na merc’h ’deûz ganet [1] ;
Herve ma rapport ar werz-man,
Ur miz è bet ’n poan anehan.

  Pa deue Robart war ar bed-man,
’Ree glao hag awel, a gredan !
Glao hag awel en un instant,
Kement ma sponte peb-unan.

  Ha pa ’z è bet Robart ganet,
Na gave mageres a-bet ;
Gant he dent e kroge en-he,
’Vel ul loen spontuz e krie.

  Ken braz a oa Robart d’ur bloaz,
Ma ’z è ’r vugale a bemp bloaz.
Kreski ’ree ’vel ann drouk-louzou
’Ve o tioan er jardinou,

  He dad neuze, pa ’n eûz gwelet
D’un den santel ’n eûz hen kaset,
Da diski serviji Doue,
Ma kuitaje he wall-vuhe.

  1. Ce vers me paraît obscur.