’N hini ’welje Isabell Ar C’ham
War he daoulinn dirag he mamm !
Ha dirag he zad ’c’h a iwe,
Bennoz ho daou a c’houlenne ;
’Wit goulenn ho bennoz ho daou
D’eureuji kloarek Krec’h-Menou.
Isabell Ar C’ham a lâre
D’ gloarek Krec’h-Menou, un dez ’oe :
— Me n’am eûs nemet gwall-vuhe,
Balamour d’id, bemde, bemde.
— Gwall-vuhe ’blamour d’in n’ho pô ket,
Rag ganen d’am zi e teufet ;
Me ’m eus duman ur c’hoar Vari,
A zo plac’h fur kerkoulz ha c’hui.
Kloarek Krec’h-Menou a lâre
D’ Isabell Ar C’ham, un dez oe :
— Me ’c’h a brema da Landreger,
Da gerc’had ma levrio d’ar gêr.
— Mar d’ê da Landreger hec’h et,
Grêt ma arched, a-rok monet ;
Ha roët d’in ar groaz-nouenn.
Un arched a bewar flankenn.
— Gant-hoc’h, Isabell, ’on souezet,
O welet penoz e komzet ;
Bikenn offerenn na lârfenn,
P’am bô bet ’n hini a garrienn ;
Bikenn offerenn na lârin,
P’am bô bet ’n hini a blij d’in....