Ter noz ’zo na gouskis banne,
Ha henoz na rinn ket arre,
Met briata ma oreiller,
’Sonjal ve ma dous em c’hever. [1]
Na oa met trizek vloaz oajet,
Pa defoa bet ur chapeled,
Ur chapeled pemp dizenes,
Da dougen ’n enor d’ar Werc’hes.
Ur chapell a oa ’n he c’hichenn,
Oa hanwet chapell Vur-wenn,
Hag hi ’sonjal en he c’halon
Mont en-hi d’ober orèzon.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ar sklezrijenn ;
A remerkas ar sklezrijenn
Euz a Vari en he fedenn.
Hag hen lakâd ’n he fantazi
Mont er chapell da gomz out-hi :
— Salut d’ac’h-c’hui, ma dous Mari,
A c’hui deufo d’ar gêr ganin?
— Oh ! ia, ’mezhi, ma servijer,
Pa ’z hoc’h arru, me ’c’h aï’ d’ar gêr,
’Wit ur wez n’ho refusinn ket,
M’ho ped ur wez-all na deut ket.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Ur walenn d’ezhi ’n eus roët :
— Fete gwalenn na gomerran,
Na war vizied na lakan ,
- ↑ Ce premier couplet me semble avoir peu de rapport avec le reste de la pièce. Je croirais assez volontiers que c’est une interpolation.