Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent linsell voan, hag ho ambarki.

  Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent roched voan, hag ho ambarki.


III


  P’oa Louisaïg war ar mor, ha krog da naviga,
Hag o vont Louisaïg o komanz da gana ;
Hag o vont Louisaïg da gana komanset,
Hag ar Serrasinn braz neuze ’zo dihunet.

  — Digas d’in Louisaïg, Judas, traitour milliget,
Me roï ho pouez a chevanz, war ar pez hoc’h eùz bet.
Seiz vloaz hoc’h bet em zi, hep bea offanset,
M’am bije gouvet ho toare, un de na oac’h ket bet.

  Etre-pad ur seiz vloaz ez out bet bars ma zi,
Gwinn mad d’id da eva, bara-gwenn da debri ;
M’am bije gouveet ez oac’h mignon d’ezhi
M’ho pije laket d’ vreigna, ’n ur prizon, ’n toull dor ma zi ! [1]


Kanet gant Marc’harit Fulup.


___________
  1. Ce dernier vers est très-altéré, ainsi que toute la pièce du reste, qui n'est véritablement qu'un fragment.