Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/359

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 344 —


FANTIG MONTFORT
______


I


   Fantig Monfort, a-dal he zan,
Na deveus ket kollet he foan,
Ewit monet ’n ur redadenn
Da Wengam, goude he merenn.

   Fantig Montfort a vonjoure,
War bave Gwengam pa varche :
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar c’habitenn pelec’h eman ?

   Demad, aotro ar c’habitenn,
Pelec’h emèdi ho pandenn ?
Pelec’h eman ho soudarded ?
Unan a renkan da gavet ; [1]

   Unan a renkan da gavet,
Gwill ann Herve, a Bedernek.
— Gwill ann Herve n’ho pezo ket,
Ar c’haera euz ma soudarded ;

   Ar c’haera euz ma soudarded,
Sepviji ’r roue a zo rêd.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :

   — Roët-c’hui d’in Gwill ann Herve,
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok newe ;
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok kastor gwenn.
Ha warnehan ur blumachenn ;

   Ha warnehan ur blumachenn,
A zere euz ur c’habitenn.
Ar c’habitenn a lavaras
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :

   — Fantig Montfort, et-c’hui d’ar gêr,
Choazet un’ all d’ho servijer.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :

  1. Kavet au lieu de kavout, pour la rime.