Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/353

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 358 —


KABITENN ROZANFAOU
________


I


  Kabitenn Rozanfaou ’lâre,
War ar pont plenkenn, en Korle :
— Teval ê ’nn noz ha glao a ra,
N’ gare den mont da verc’heta ;

  Ar baotred ’zo ’n ho santinello,
A merc’hed ’zo ’n ho gweleo ;
Ni ’reï un dibab gant golo,
Matilina Rochelan me ’m bô ;

  Matilina Rochelan ’zo koant,
Debauch anezhi am eus c’hoant.
Kabitenn Rozanfaou lâre
’N ti Rochelan goz p’arrue :

  — Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ho merc’h Matilina pelec’h ’ma ?
— Et eo da diski ar gallek,
Ter lew ’n tu-all da Sant-Briek.

  — Mar eman Matilina lec’h lâret.
’R vates vihan pelec’h eo et ?
Ar vates vihan, a-dal ann tan,
E d-eûs lavaret ken buhan :

  — Ema Matilina ’n krec’h uc’hella,
’C’h ober bouledo da denna ;
’C’h ober bouledo chadennet,
Diwallet ho puhe, mar karet.

  Kabitenn Rozanfaou, p’hen eus klewet,
Gant ar vinz euz krec’h ’zo pignet :
— Digorret ho tor, Matilina,
Ma ’z inn d’ vèdoc’h da ziviza.

  — Da vèdon d’ ziviza n’ deufet ket
C’hui na kabitenn soudard a-bed.
Kabitenn Rozanfaou a lâre
D’he soudarded eno neuze :