Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 336 —
Fete n’ vô ket a offern-bred,
Ar person a zo badaouet !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me ’wel ma mestres en nor-dâl,
Daou renk danteles war he zâl,
Danteles arc’hant, spilho aour,
Bikenn ma mestres na vô paour.
Ervoan Ar Gwillerm a lâre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, Kamaraded,
Ma efomp c’hoaz da Blouaret !....
Kanet gant Jannet ar Gall
mates en Kerarborn.
_____________