Tri den euz a barous Plufur,
Maget er memeus avantur,
’Sul ’r sakramant, ma intentet,
’Keït ma oar en offerenn-bred.
Dre ur blasenn e tremenjont
En pehini em rankontrjont ;
Ma c’houlenn ann eil euz egile :
— Pelec’h hec’h efomp-ni fete ?
— Ni iel’ fenoz da Grec’hmorvan,
Eno na gollo den he boan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Uc’hel oa ’n doënn euz ar plen,
Hag hi sapout na c’halle den.
— Kerc’het skeulio ma ho stagin,
Ma ’c’h inn dre ann doënn en ti.
Ebars ann ti p’int antreet,
Ur fasad d’ar vroeg d-eûs roët,
Ober d’êhi monet gant mall
Da digorri ’n nor d’ar re-all.
— Dâlet, Guyon, ann alc’houeo,
Kaset ganec’h ma holl vado ;
Kaset ganec’h ma holl vado,
Ha lest ganimp hon buheo !
Kent m’eo euz ann ti sortiet,
Hen he gwele ’n eus hi laket ;
Laket hen eûs-hi ’n he gwele,
Staget ann eil euz egile....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Me n’ôn ket ha me retornfe,
D’ lemel ho buhe digant-he.
— Hola ! hola ! ma c’hamarad,
Da gonsians a zo ingrat !