Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PRINSAÜS
______


I


  ’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
Gant ann hent-braz pa valee :
— Lâret d’in, merc’hed, ha c’hui oar
Mont a ra kalz a dud d’ar foar ?

  — Ia, mont ’reont a vagado,
Gant aoun d’al laeron er c’hoajo,
Met hennont, ar merser bihan,
’C’h a gant ann hent-braz he-unan.

  ’Nn aotro Prinsaüs, p’hen eus klewet,
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët ;
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët,
Ar merser bihan ’n eus tapet :

  — Na demad ’lâran d’id, merser ;
Hag ez eo pouner da baner ?
Hag ez eo pouner da baner,
Me ’m eus c’hoant da vea merser.

  — Mar t-eûs c’hoant da vea merser,
Komer un hanter ma faner,
Ha lez ganen ann hanter-all,
D’ vewa ma groeg, ’zo ’n Bro-C’hall.

  Bea ’m eus groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle.
— Mar t-eûs-te groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle ;

  Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle,
Me ’reï d’id kaout kouitans an-hê ;
Me ’roïo d’id ur gouitans vad
Hag a vô sinet gant da voad.

  N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët ;
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët,
Ha war ar plaz ’n eus han lac’het !....