— Ma breur archer, d’in-me lâret,
Pelec’h hoc’h bet, pelec’h ma ’z êt ?
— Tric’houec’h archer a oamp kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret ;
D’ vont da gomer mibienn Euret,
Seitek ac’hanomp ’zo lac’het ;
Seitek ac’hanomp ’zo lac’het,
Nemet on-me na eus chommet ;
Ho d-eûs lest ganen ma buhe,
D’ vont da glask sikour adarre.
Ann archer seitek vloaz ’lâre
D’he vreur archer eno, neuze :
— Me hec’h a ma hunan iwe,
Da c’hoûd ha me ho aerefe.
Ann archer seitek vloaz ’c’houlenne,
Er gêr vihan pa arrue :
— Paotred iaouank, d’in-me lâret,
C’hui ’c’h eûs gwelet paotred Euret ?
— Mar eo mibienn Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;
Distroët aman, ho gwelfet,
Me ’gred eo out-hê e komzet.
Diou heur hag hanter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleve, ar fleuret,
Ha ’benn ma oa ter heur sonet,
Robart Euret ’oa aereet.
Ann archer seitek vloaz ’lâre
Da Robart Euret, en de-se :
— Biskoas ma far n’am eûs kavet,
Biskoas gant mamm n’eo bet ganet ;
Biskoas gant mamm n’eo bet ganet,
Nemet da vreur Markig Euret.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Markig Euret ’zo arruet.