— Ha pa goustfe d’in pemp mill skoed,
Me ’lakaï’ krouga Robart Euret !
Me ’lakaï’ krouga Robart Euret,
He vreur Markig na lâran ket ;
He vreur Markig na lâran ket,
Hennes a renkan da gavet.
War-ho-c’hil en ti int bet êt,
Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het ;
Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het,
Ann tan war-n-hê ho d-eûs laket !
Tric’houec’h archer a zo kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret.
Ann tric’houec’h archer ’c’houlenne,
Er gêr vihan, war ar pave :
— Paotred iaouank, d’imp-ni lâret
C’hui ’c’h eus gwelet mibienn Euret ?
— Mar eo paotred Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;
Distroët aman ho gwelfet.
Me gret eo out-hô e komzet.
Ter heur hag hanter hec’h int bet
’C’hoari ar c’hleve, ar fleuret ;
’Benn ma oa peder heur sonet,
Seitek an-hê a oa lac’het ;
Seitek an-hê a oa lac’het,
Nemet unan na eus chommet.
Markig Euret a lavare
D’ann hini ’oa chommet, neuze :
— Me a lez ganid da vuhe,
D’ vont da glask sikour adarre.
Un archer seitek vloaz ’lâre
D’ann archer paour, pa hen gwele :