Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —


FANCHIG MORVAN
________


I


  — D’ar pardon da Vulat hec’h an,
Konje, ma zad, a c’houlennan.

  — Mar eo konje a c’houlennet,
Piou ho kompagnones da vonet ?

  — Fanchig Morvan, hennes ’c’h a di,
Hennes, ma zad, ’vô pried d’in.


II


  Bars en Bulat p’int arruet,
En hostaleri int diskennet ;

  En hostaleri int diskennet,
Goulenn da loja ho d-eûs grêt.

  — Hostizes, d’in-me lavaret,
Ha daou wele d’imp a rofet ?

  Ha daou wele d’imp a rofet,
Rag ni na omp ket daou bried.

  N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ur c’habitenn ’zo antreet :

  — Fanchig Morvan, lâres-te d’in
Ha te ’rofe da vestres d’in?

  — Gwell’ ’ve ganen koll ma buhe,
Ewit roï d’id ma c’harante.

  Ar c’habitenn, ’vel ma klewas.
Gant Fanchig Morvan a lampas ;

  Gant Fanchig Morvan a lampas,
Kerkent eno hen douaras.

  Fanchig a oa lijer ha skanv,
Hag a savas prim en he sav :

  Ar soudardet pa hen gweljont,
Gant Fanchig Morvan a lampjont,