Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/307

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



OLIER HAMON
________


  Me ’zo ginidik euz ar c’hanton,
Ma hano ’zo Olier Hamon ;

  Tud onest ’eo ma mamm ha ma zad.
Ha me ’zo den-fall a ligne vad.

  Ma zad, ma mamm ho defoa mado,
Ma c’hasas da Wengam d’ar skolio.

  Na en Gwengam hag en sant Briek,
En Landreger me ’m boa studiet ;

  En Landreger me ’m boa studiet,
Ha pemp kant skoed eno ’m boa foetet.

  Pa ’c’h ee ar gloer all da studia,
Hec’h een-me d’ann davarn da eva ;

  Da eva gwinn, kanjoli merc’hed,
Setu eno dever ar c’hloarek ;

  Na kousket en noz war ar pave,
Da gaout kann, blasfemi Doue;

  Ha dispign mado, heb konsians,
O tarempred ar bal hag ann dans.

  ’Benn ar finn ma zad ’zo bet skuizet,
O welet ma buhe debordet.

  Ma tigasas kezlo d’in ma zad
Ma ’c’h ajenn d’ar gêr da labourad.

  Kerse hec’h eo bet gant ma c’hosto
Mania ar bâl hag ann trancho,

  En-kichenn bea en Landreger
O vania pluenn, liou ha paper.

  Pa oann bet ur bloaz en ti ma zad.
Me na ioullenn pelloc’h labourad ;

  Me neuze o sonja dimizi,
Mar kavjenn ur plac’h da blijout d’in.

  Ha ma kaves ewit-on ma zad
Ur plac’h a-feson, a ligne vad.