Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR VERJERENNIG
________


I


  P’oa ’r verjerenn ’toura ’l loened,
Daou soudard a zo tremenet. (bis)

   — Salv-ho-kraz, daou soudard iaouank,
N’ê ket dreaman ’man ann hent ; (bis)

 N’ ’man ket ann tremenn dre aze,
A-boe m’ê grêt ann hent newe. (bis)

  — Goûd a-walc’h reomp, berjerenn,
N’ê ket dreaman ann tremenn ; (bis)

  Met, berjerennig d’ho sikour
Da gas ho loened d’eva dour. (bis)

  — N’ho douran ket ar wez kenta,
Met aoun ’m eûs ’ve ann diweza. (bis)

  — Mar karet, berjerenn, n’ vô ket,
Ober ’vel ma vô d’ac’h laret. (bis)

  — Gwell’ ’ve ganen merwel mil-gwez,
’Vit offansi Doue ur wez !.... (bis)

  Ter heur oloraj ez oant bet
’Klask tenti ’r verjerenn, d’ar pec’het ; (bis)

  ’Klask tenti ’r verjerenn d’ar pec’het,
Ken ’d-eûs klewet orlaj ann Drindet. (bis)


II


  Merer Marko a lavare
Euz prennestr he gambr, en noz-se: (bis)

  — Me ’wel ’tont ma saoud, ma denved,
Ma berjerennig n’ welan ket : (bis)

  Hastet buhan debri ho koan,
’Wit mont da glask ar verjerann. (bis)

  Pa oant gant ann hent o vonet,
Koef ar vejerenn ’d-eûs gwelet ;