Hag a zo kezlou ’n nep kontre
’Lac’hfe ’r mammo ho bugale ?
’Lac’hfe ’r mammo ho bugale,
Alliet Rolland ’lac’h he re.
Ia, lac’het ’d-eûs he mab-hena,
Da lakâd aotro ’r iaouanka.
Alliet Rolland a lâre
D’he mab iaouank, war ar beure :
— Savet prim, ma mab, ho kwele,
Ewit m’hen lac’hfomp ’raok ann de.
Ha pa sav Alliet ouz krec’h,
Gant ’r gontel vraz war goupl he brec’h :
— Skoet ’ma mab, ann tol kenta,
Me ’roï’ ann ell, ann diwea ;
Me ’roi’ ann eil, ann diwean,
Hen peurfiniso, mar gallan !
— 8alv-ho-kraz, ’mehan, na rinn ket,
Rag re gaër hen kavan kousket ;
Rag re gaër hen kavan kousket,
Ar galon d’hen lac’ha n’am be ket.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Ma mammig paour, n’am lac’het ket.
Me dilezo ’r vro, mar keret ;
’Lezo m’ breur aotro ’n Koadjilinn,
War ’r memeus dour tric’houec’h milinn.
— Deus, lâr in manus pa gari,
Rag ez out en heur ma varwi !